Wiki Baike:Skoazell

Pajenn skoazell raktres ar Wikipedia brezhonek eo ar pennad-mañ.
Enni e kavot liammoù war-du rubrikennoù a bep seurt.
Mar sav goulennoù ennoc'h ez eus chañsoù mat e c'hallot kavout ur respont dezho war hor
Foar ar goulennoù
emañ enni ar respontoù d'ar goulennoù boutinañ.

Degemer matkemmañ

Degemer an dud nevez
Hetiñ a reomp deoc'h un degemer a-feson war Wikipedia.
Kammedoù kentañ
Aze ez eus un nebeud kuzulioù krak-ha-berr evit stagañ ganti ha kaout un tañva kentañ gant mont en-dro Wikipedia.
Poull-traezh
Pa viot o vont dre ar skoazell ho po c'hoant, sur a-walc'h, da lakaat e pleustr ar pezh a vez displeget deoc'h. Evit se eo bet ijinet ar poull-traezh. Testit ennañ kement tra a dremen dre ho spered.

Diwar-benn Wikipediakemmañ

Diwar-benn Wikipedia
Dizoloit berr-ha-berr petra eo Wikipedia, an istor anezhañ, penaos ez a en-dro, hag all.
Ar pezh n'eo ket Wikipedia
Dizoloit ivez ar pezh n'eo ket Wikipedia hag ar pezh na gavot ket amañ neuze.
Gwirioù-eilañ
Tu gwiraouel Wikipedia.
Deizlevr Wikipedia e brezhoneg
War ar bajenn-se e c'hallot heuliañ araokadennoù ar raktres abaoe m'eo bet lañset en hor yezh.
Respontoù d'an abegoù boas
Un nebeud respontoù d'ar goulennoù a c'hall sevel ennoc'h diwar-benn ar fed m'eo digor Wikipedia d'an holl verdeerien.
Luc'haj en implij war Wikipedia
Moarvat e kavot war o hent gerioù un tamm "iskis" an neuz anezho; evit gouzout an dalvoudegezh anezho e c'hallit mont da sellet ouzh ar pennad a denn d'al luc'haj en implij gant ar Wikipedourien.

Reolennoùkemmañ

Pennaennoù diazez - Ar fazioù yezh stankañ - Atav displegañ ar c'hemmoù degaset ganeoc'h er voestig Diverrañ - Reolennoù kenvevañ - Bezañ tagnous e emzalc'h - Gerioù nevez - Boued dispis - Reolennoù implijout ar skeudennoù
Gant an hollad reolennoù-se e c'hall ar gumuniezh mont en-dro plaen en un aergelc'h plijus.
Dezverkoù degemer ar pennadoù
Ur bajenn zo displeget warni pere eo ar pennadoù a c'haller degemer e Wikipedia.


Furchal Wikipediakemmañ

Kavout pennadoù
Aze e kavot an holl doareoù disheñvel da gavout pennadoù war Wikipedia.
Klask ur bajenn gant al lusker enklask
Alies-kaer n'haller ket mont war-eeun d'ar pennad a glasker. Ret eo seveniñ un enklask. War ar bajenn-se e kavot an holl doareoù talvoudus evit ma vo frouezhus hoc'h enklask.

C'hoant kemer perzh zo ganinkemmañ

Deroùkemmañ

Kont implijer
Daoust ma n'eo ket ret bezañ krouet ur gont evit kemer perzh e Wikipedia ez eo spletus evit an den krouiñ unan. Sellit penaos krouiñ ho kont.
Penndibaboù implijer
Bremañ p'eo bet krouet ho kont ganeoc'h e c'hallit cheñch ar penndibaboù anezhi evit ma vo muioc'h diouzhoc'h.
Sturlevr - Kregiñ gant Wikipedia
Un tamm levr-heñchañ a gavot ennañ kement titour hoc'h eus ezhomm evit gouzout penaos kregiñ da gemer perzh e Wikipedia (pennaennoù, kemmañ ur bajenn, ereadur diazez...).
Kemmañ testenn en ur bajenn
Setu aze an tamm pouezusañ, da lavaret eo an doare da zegas kemmoù er pajennoù.

Ereadurkemmañ

Ereadur Wikipedia
Tra gaer eo kemmañ pajennoù, met kalz gwelloc'h eo pa ouzer penaos. Emaoc'h war-nes dizoleiñ an ereadur da vezañ implijet war pajennoù Wikipedia. Ne vo ket kavet aze holl an tammoù ereadur a c'haller ober ganto, dreist-holl evit krouiñ taolennoù, enklozañ skeudennoù... met liammoù a vo war-du ar pajennoù m'emañ displeget pep tra dre ar munud.
Liammañ pennadoù kenetrezo
Un holloueziadur mat zo un holloueziadur ma c'haller tremen aes-tre eus an eil pennad d'egile. Setu perak eo ret, pa grouit pennadoù, soñjal lakaat liammoù enno war-du pennadoù all en holloueziadur.
Krouiñ taolennoù
Dizaliet eo, e Wikipedia, krouiñ taolennoù en ur implijout an HTML. Ur c'hod a-ratozh evit ar Wiki zo evit krouiñ taolennoù.
Formulennoù TeX
Gant TeX, ez eus tu da grouiñ formulennoù jedoniel a-feson ha brav-kenañ.

Implijout skeudennoù, sonioù, videoioùkemmañ

Penaos eilañ ur skeudenn war ar servijer
Evel n'haller ket implijout skeudennoù n'int ket bet pellgarget en a-raok war Wikipedia eo pouezus gouzout penaos en em gemer evit ar pellgargañ (pe enkargañ en degouezh). Setu ar pezh a vez displeget amañ ma heuilhit al liamm.
Penaos embreger ur skeudenn
Goude ar skrid eo ar skeudennoù an titouroù implijetañ war Wikipedia. Skeudennaouet eo ar pennadoù ganto dre ul luc'hskeudenn pe ur chema. Deskit penaos enklozañ skeudennoù.
Krouiñ ur skeudennaoueg
Mar fell deoc'h lakaat ur strobad skeudennoù n'eo ket dav deoc'h krouiñ un daolenn evit klenkañ anezho. Un diskoulm eeun-tre a ginnig deoc'h ereadurezh ar Wiki.
Penaos enklozañ ur restr son
Tu zo, da skouer, da enklozañ ur restr son evit lakaat dizoleiñ kan broadel bro pe vro.
Selaou sonioù
Mard eo mat kinnig restroù son eo brav bezañ gouest da glevet anezho ivez. Setu aze un dibab meziantoù a c'hallot selaou ar restroù-se a-drugarez dezho.
Sellet ouzh videoioù
N'eus ket nemeur a videoioù e Wikipedia. M'en em gavit gant unan avat e c'hallot kaout c'hoant da sellet outañ. Displeget eo deoc'h penaos dre ar munud.

Mont pelloc'h gantikemmañ

Ouzhpenn degas kemmoù e pennadoù zo, e c'haller ivez sevel pennadoù nevez hag adframmañ ar pennadoù bet savet abretoc'h en ur adenvel anezho pe en ur ziverkañ anezho.

Penaos sevel ur bajenn nevez
Ha degaset hoc'h eus kemmoù e meur a bennad ? Ha seblantout a ra deoc'h ez eus mankoù en holloueziadur war tachennoù zo ? Na chomit ket da dermal ha krouit pennadoù niverus. Amañ e kavot dre ar munud an doare da grouiñ ur pennad nevez.
Penaos adenvel ur bajenn
C'hoarvezout a ra, pa vez krouet pennadoù, e teufe an titl bet dibabet evito da vezañ kudennek pe amzere. Posupl eo cheñch anv ar pennadoù.
Penaos diverkañ ur bajenn
A-wechoù e vez ret diverkañ ur bajenn bet krouet war an holloueziadur. Da skouer m'eo aet ur vandal bennak da grouiñ unan gant un titl kunujennus, pe ur bajenn bet krouet dre fazi; Diverket e vo ar bajenn. A-hend-all e vo kavet gwelloc'h adenvel anezhi pe sevel un adkas.

Evit ar re arroutet muioc'hkemmañ

Liamm etreyezhoù
Wiki Baikeoù all zo e yezhoù disheñvel-bras. Evit ma c'hallfe ul lenner gellout mont betek ar pennadoù skrivet e yezhoù all e vez lakaet liammoù etreyezhoù. Evel-se ez eus tu da gavout titouroù all estreget ar re a gaver war ar pajennoù brezhonek. Sellit pegen aes eo degas liammoù gant yezhoù estren.
Adkas
Setu aze un doare mat da lakaat meur a bajenn da skeiñ war-du ur bajenn resis. Talvoudus-tre, evit ar berradurioù peurgetket.
Liammoù diavaez
E pennadoù zo eo talvoudus lakaat liammoù war-du lec'hiennoù dave all er-maez eus holloueziadur Wikipedia.
Digejañ pennadoù
Gallout a ra danvezioù disheñvel-mik kaout an hevelep anv. Da skouer Merc'her (planedenn), Merc'her (deiz) ha Merc'her (doue). Kuit da veskañ pep tra e vez krouet ur bajenn hollek Merc'her anvet "Pajenn heñvelstumm".
Implijout ar rummadoù
Gant ar rummadoù e c'haller rummata (bodañ dre rummoù) ar pennadoù dre demoù.

Patromoùkemmañ

Implijout ar patromoù
Implijit patromoù bep tro ma santit an ezhomm d'en ober. Pa vo degaset ur c'hemm bennak er patrom e talvezo ar c'hemm evit an holl bajennoù a ra gant ar patrom-se. Evel-se e vo reizhpoell ha kinniget brav ho pennadoù.
sevel ur raktres nevez
Goude ur pennad amzer tremenet war Wikipedia ho po c'hoant, marteze, da lañsañ ur raktres zo pouezus evidoc'h. Bezañ e-unan evit lakaat pennadoù da emdreiñ a c'hall bezañ ur bec'h re vras avat. Evit ma teufe ur gumuniezh vihan d'ho harpañ e c'hallit krouiñ ur raktres ; aesoc'h e vo deoc'h en em glevet ha termeniñ pere eo ar pennadoù da vezañ skrivet.

Porchedkemmañ

Krouiñ ur porched
Penaos krouiñ ur porched tematek war Wikipedia.
Kavout e hent etre ar seurt pajennoù disheñvel zo er raktres
Ma'z oc'h dedennet gant gouzout penaos eo aozet Wikipedia, sellit ouzh ar bajenn-mañ war an Esaouennoù anv. Teknikel a-walc'h eo.

An emglevioùkemmañ

Graet e vez emglevioù eus ar reolennoù bet dibabet gant ar gumuniezh. Peurliesañ eo bet diazezet an emglev dre ur vot. Er Wikipedia brezhonek n'eus ket bet diazezet kalz a emglevioù c'hoazh.

Emglevioù stil
Emglevioù diwar-benn an niveroù
Emglevioù diwar-benn an titloù
Emglevioù tipografek
Emglevioù levrlennadurel
Menegit ar mammennoù implijet ganeoc'h

Stumm ar pennadoùkemmañ

Reizhskrivadur
Kalz plijusoc'h eo lenn pennadoù difazi.
Tiredoù
Arabat implijout re a livioù er pennadoù
Brav eo lakaat livioù... arabat lakaat re avat rak diaesaat a ra al lenn.

Tunioù ha plegoù talvouduskemmañ

Tunioù ha plegoù
Penaos degas boued er pennadoù hep re a boan
Arabat termal !
Greomp war-dro hor moc'h bihan

Skoazell dematekkemmañ

Skridaozañ pennadoù ar c'hêrioù (pe hini ur geoded pe ur gumun vihan)
Kuzulioù hag erbedadennoù evit ar pennadoù Istor

Kumuniezhkemmañ

Kaozeal
Roll keneskemm
Kemer divizoù
Perzhidi
Hanteriñ ha kuzul hanteriñ
pa vez tabutoù grevus etre perzhidi zo.
Skoazell:Raktresoù Wikipedia

Evit ar re gozhkemmañ

Degemer ar re nevezkemmañ

Kemennadenn degemer
Plijus eo atav d'an den resev un degemer c'hwek a-berzh ur wikipedour all. Na dermit ket neuze ha degemerit ar re nevez en ur lakaat ar c'hemennadennoù-se war pajenn Ma c'haozeadennoù an implijerien nevez.
Arabat sailhañ ouzh ar re nevez
Deraouidi zo bet eus an holl ac'hanomp ha kement hini en deus bet graet fazioù. Mat eo diskouez pasianted eta ha displegañ an traoù en un doare sioul.

Staliañ Wikipediakemmañ

Staliañ ar meziant
N'eo nemet ar penn-kentañ. N'eus, evit ar mare, tamm teul klok ebet a zisplegfe penaos staliañ Wikipedia war e urzhiataer.
Rekedoù SQL

Liammoù talvouduskemmañ

Ar voest ostilhoù
Kavout a reot war ar bajenn-se kement hag a c'hallfec'h kaout ezhomm.

Sevel ur goulennkemmañ

Ma chom c'hoazh tra pe dra amskler ganeoc'h goude bezañ lennet an holl bajennoù skoazell e c'halllit atav mont da welet kostez Skoazell:Goulenn un dra bennak.




Setu c'hwi degouezhet e dibenn ar bajenn Skoazell. N'eo ket echu ho tro gant Wikipedia evit kelo-se avat. Kalz traoù a vo diskoachet ganeoc'h en amzer da zont c'hoazh, sur ha n'eo ket marteze. Spi hon eus e vo bet talvoudus ar bajenn-mañ deoc'h. Klaskit dont en-dro war Wikipedia an aliesañ ar gwellañ evit ma kendalc'ho ar raktres stroll dispar-mañ da vezañ ur raktres dave evit gouiziegezh Mab-den hag evit mad ar brezhoneg war un dro.