Wiki Baike:Ar pezh n'eo ket

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Wiki Baike zo un holloueziadur enlinenn hag, evit tizhout ar pal-se, ur gumuniezh enlinenn hag a vod tud a fell dezhe sevel un holloueziadur dezhi ur galite uhel en ur spered doujañs ouzh an holl. Wikipedia n'eo ket traoù zo eta.

Wiki Baike n'eo ket ur geriadurkemmañ

Wiki Baike n'eo ket ur geriadur. Pennadoù wikipedia n'int ket :

  • Termenadurioù
  • Penngerioù ur geriadur
  • Un hentenn da zeskiñ gerioù luc'haj pe yezhoù micher

N'eo ket ul lec'h da embann ho soñjkemmañ

Wiki Baike n'eo ket al lec'h da embann ho soñjoù hag ho tielfennadurioù deoc'h-c'hwi hoc'h-unan pe da embann titouroù nevez. Klask a reomp kinnig holl an anaoudegezhioù boutin. Anez e vefec'h un arbennigour brudet war un danvez bennak eta, ho menozioù n'int ket ul lodenn eus an anaoudegezhioù boutin. Holl ar pezh zo skrivet a zle bezañ harpet war skridoù pe mammennoù, savet gant arbennigourien, a c'haller gwiriañ ha roet e vez o daveoù ar muiañ, ar gwellañ. Na embannit ket an traoù da-heul mar plij ganeoc'h :

  • Hoc'h ijinadennoù, pe re ho mignoned. M'ho peus ijinet un anv, ur c'hoari, pe ur paz dañs nevez, n'o ket brudet a-walc'h da sevel ur pennad diwar e benn a-raok bezañ meneget gant mammennoù niverus, dizalc'h, hag asur
  • Foromoù. Klaskit mar plij ganeoc'h sipañ ho spered el labour sevel un holloueziadur. Gallout a rit kaozeal gant tud diwar-benn danvezioù a denn da Wikipedia en o fajennoù implijer, ha dleet e vefe deoc'h diskoulmañ ar c'hudennoù liammet gant ar pennadoù er pajennoù kaozeadenn stag, met arabat mar plij ganeoc'h kenderc'hel gant ar c'haozeadennoù-se e diabarzh ar pennadoù.

Wiki Baike n'eo ket ur blogkemmañ

Wiki Baike n'eo ket ur rouedad darempredoù sokial evel Twitter pe Facebook. N'hallit ket staliañ ho plog, pe ho lec'hienn e Wikipedia.

🔥 Top keywords: DegemerAngkor WatCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWiki BaikeModulenn:ArgumentsIndoneziaBaike: SkoazellDibar:KlaskJohn Ronald Reuel Tolkien???Kastiz ar marvGopr hollvedelBaike: Porched ar gumuniezhBaike: Diwar-bennStadoù-Unanet AmerikaMediaWikiBaike: Kumuniezh/An davarnAnuraWikiBrigitte MacronDornFaskouriezhAn HobbitLuganKambodjaWikimedia Foundation1989Kevredidi an Eil Brezel-bedLeedsUzelTagadenn Crocus City HallISO 8601Modulenn:Namespace detect/dataSarpedon (mab Laodameia)SumerRouantelezh-UnanetUrzh an heureuchinBrazilSant-Andrev-an-DoureierEchedoùViruzWikeriadurNapoleon IañBrezhonegKourzhAberzhidigezh Izaag (Caravaggio)Robin WilliamsCascading Style SheetsKlaoda ar PradPañvrid-ar-BeskontRené DescartesMichelle ObamaAuxerreStyx (loarenn)WikimammennRummad:Kluboù mell-droad FrañsLamballe Football ClubZagrebBaike: Diwar-benn sinañ ar pennadoùRummad:Kluboù mell-droad BreizhEil Brezel-bedImpalaeriezh santel roman germanKib vell-droad ar bed 1982Wikimedia CommonsBaike: Peder fennaenn ar WikipediaBaike: MargodennISBNJorjiaDugez BreizhNikki FritzBro-C'hallBaike: Argerzhadur evit diskoulmañ tabutoùVIIIvet kantved9 HereKurdegCreative CommonsFontecchioIndonezegGladdalc'helezhChatelTresadennoù-bevDibar:MaDegasadennoùBanniel IwerzhonQuod erat demonstrandumDibar:MaC'haozeadennoùElesbed Bro-C'hall (1727-1759)Baike: Gwirioù aozer (Copyright)MoudennLionel MessiPatrom:Inizi BreizhBaike: Pajenn bersonelThe DoorsSkoazell:Kont implijerKevre ar BroadoùIdi Amin DadaAlamagnGouel DwynwenPortugal