Maouez

Ezel eus spesad mab-den en e oad gour, eus ar jener a brodu vielloù hag a c'han bugale

Ar maouezed (pe : ar merc'hed) eo ar rann eus gouenn mab-den a c'hall dougen bugale, hag a zo brasoc'h o niver eget hini ar rann all, ar wazed (pe : ar baotred), war an douar.
Pa vez yaouankoc'h e vez graet plac'h pe merc'h eus ur vaouez peurvuiañ. Pa vez koshoc'h e vez lavaret gwrac'h a-wechoù. Pa gomzer outi e vo lavaret pe dimezell pe itron.

Tresadenn ur vaouez war plakennoù Pioneer.

Ar benvegad engehentiñkemmañ

Benvegad-gouennañ

Er benvegad-engehentiñ emañ :

  • ar c'hourzh, ennañ ar muzelloù (reizh)-traoñ, an ellig, hag ar c'han-troazhañ) ;
  • ar forzh pe gouhin, a zo benveg ar parañ ;
  • ar mammog pe uterus, a zo un benvegad hag a ziwall ar grouell, ha war un dro ur gigenn a labour da vountañ ar bugel e-maez korf e vamm da vare ar gwilioud ;
  • ar vielloù, a daol hormonoù, ha gametoù (anvet vioù) a ya da veskañ gant gametoù ar baotred (sper) a-benn engehentañ.
  • ar c'hourzh


Korfadurezhkemmañ

Arouez ar reizh venel

Parez ar spesad eo ar vaouez, ar gwaz o vezañ ar par.

  • Bihanoc'h e vez ar merc'hed eget ar baotred peurvuiañ, ha n'eo ket ken kreñv o c'higennoù ; re-se e vezont skañvoc'h.
  • Nebeutoc'h a vlev zo war o dremm hag o c'horf.
  • Skiltroc'h peurvuiañ eo mouezh ar merc'hed eget hini ar baotred.
  • D'ar maouezed ez eus daou gromozom XX, d'ar wazed daou gromozom XY. Disheñvel eo hormonoù ar maouezed diouzh re ar baotred. Progesteronoù hag oestrogenoù eo hormonoù ar maouezed.
  • Disheñvel eo benvegad engehentiñ ar maouezed diouzh hini ar wazed, evel evit ar bevien all.
  • D'an oad kaezour e teu disheñvelderioù all : ment ar bronnoù, ledander an divlez.

Treasenn zodiakel ar blanedenn Gwener eo arouez etrebroadel ar reizh venel.

Ar maouezed er gevredigezhkemmañ

Ur vaouez eus Bangladesh o steuiñ. Ar gwiadiñ a vez gwelet evel ul labour merc'hed e lod sevenadurioù.

Abaoe ar ragistor ez eo bet lakaet ar merc'hed, evel ar baotred, en ul lec'h resis er gevredigezh.

E kevredigezhioù chaseourien eo ar merc'hed a zastume al louzeier ha frouezh tra ma oa labour ar baotred degas kig, ma kred hiziv da lod eo gant ar merc'hed eo deuet al labour-douar.

Bruderezhkemmañ

Gant tud ar bruderezh e vez implijet ar maouezed da vrudañ marc'hadourezh. Korf ar maouezed a vez implijet alies da werzhañ dilhad, met ivez kirri-tan d'ar wazed.

Yezhkemmañ

A-wezhioù e vez implijet an termen dismegañsus "gwrac'h" evit komz eus maouezed kozh, dreist-holl evit ober goap, gant paotred.

Ar ger gwrac'h n'eo ket dismegañsus dre natur, nemet e pennoù tud zo.

Levrlennadurkemmañ

Skeudennoùkemmañ