Keheder

Ar c'heheder a zo ur c'helc'h faltazius treset war ur blanedenn pe un dra steredoniel ken e chom atav war hanter an hent etre ar poloù. Rannet e vez ar blanedenn etre un hemisferenn norzh hag un hemisferenn su.
Diwar an termenadur eo 0° da ledred ar c'heheder. Kelc'h keheder ar Voul-Douar a zo war-dro 40 075 km hed.

keheder
Kelc'h bras, circle of latitude
Daveennoù douaroniel0°0′0″N 0°0′0″E Kemmañ
Map

E-touez ar pemp kelc'h led jedet diwar al liamm etre troiadur an Douar ha tresad e orbit tro-dro d'an Heol eo ar c'heheder hag ivez al ledred nemetañ dezhañ tres ur c'helc'h bras-tre.

Dre e zilec'hiañ mareel en oabl e tremen ar Heol just a-us d'ar c'heheder div wech bep bloaz er boentenn vernel e keided an nevezamzer e miz Meurzh hag e keided an diskaramzer e miz Gwengolo. D'an 21 a viz Meurzh ha d'an 21 a viz Gwengolo e kouezh bannoù an Heol sonn hag a-serzh d'an Douar.

War ar c'heheder e sav hag ez a da guzh an Heol dindan vunutennoù nemetken. Padout a ra gouloù an deiz kement hag an noz pa cheñch padelezh div lodenn an devezh e takadoù en Norzh hag er Su d'ar c'heheder.

Hin ar c'hehederkemmañ

E takad an trovanoù m'emañ ar c'heheder e-kreiz anezho ez eus daou vare-amzer, unan gleb hag unan sec'h, met tost d'ar c'heheder e vez glaveier bemdez. Koulskoude e kaver diforc'hioù er mareou-amzer diwar an uhelded ha nester ar meurvorioù.

E toleadoù touristel e weler panelloù-hent a ro da c'houzout e tremen ar c'heheder dre eno

War hed ar c'heheder e kaver meurvorioù peurvuiañ.

Al lec'h uhelañ war ar c'heheder a zo 4 690 m uhelder dezhañ 77°59′31" W war dinaou Su ar Volcán Cayambe (kern : 5 790 m) en Ecuador ken eo al lec'h nemetañ ma tremen linenn ar c'heheder war an erc'h.

Riezoù ha broioù ma tremen ar c'heheder ennokemmañ

Tremen a ra ar c'heheder dre diriad pe zourioù tiriadel 14 bro. Eus 0 hedred (Kornôg Afrika) etrezek ar Reter :

Afrikakemmañ

Aziakemmañ

Oseaniakemmañ

  • Kiribati – tremen a ra etre Atoll Aranuka hag Atoll Nonouti en Inizi Gilbert
  • Enez Baker (unincorporated territory ar SUA) – tremen a ra dre an dourioù tiriadel (NB ar c'heheder a dremen ivez dre an Exclusive Economic Zones war-dro Enez Howland hag Enez Jarvis met ket dre o ziriadoù)

Amerika ar Sukemmañ

Daoust d’hec'h anv, n'eus lec'h ebet e Ginea ar C'heheder hag a zo treuzet gant ar c'heheder. Koulskoude emañ hec'h enez Annobón 100 mil (unanenn hirder angl-ha-saoz) e Su an c'heheder hag emañ rest ar vro en Norzh.

🔥 Top keywords: DegemerAngkor WatCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWiki BaikeModulenn:ArgumentsIndoneziaBaike: SkoazellDibar:KlaskJohn Ronald Reuel Tolkien???Kastiz ar marvGopr hollvedelBaike: Porched ar gumuniezhBaike: Diwar-bennStadoù-Unanet AmerikaMediaWikiBaike: Kumuniezh/An davarnAnuraWikiBrigitte MacronDornFaskouriezhAn HobbitLuganKambodjaWikimedia Foundation1989Kevredidi an Eil Brezel-bedLeedsUzelTagadenn Crocus City HallISO 8601Modulenn:Namespace detect/dataSarpedon (mab Laodameia)SumerRouantelezh-UnanetUrzh an heureuchinBrazilSant-Andrev-an-DoureierEchedoùViruzWikeriadurNapoleon IañBrezhonegKourzhAberzhidigezh Izaag (Caravaggio)Robin WilliamsCascading Style SheetsKlaoda ar PradPañvrid-ar-BeskontRené DescartesMichelle ObamaAuxerreStyx (loarenn)WikimammennRummad:Kluboù mell-droad FrañsLamballe Football ClubZagrebBaike: Diwar-benn sinañ ar pennadoùRummad:Kluboù mell-droad BreizhEil Brezel-bedImpalaeriezh santel roman germanKib vell-droad ar bed 1982Wikimedia CommonsBaike: Peder fennaenn ar WikipediaBaike: MargodennISBNJorjiaDugez BreizhNikki FritzBro-C'hallBaike: Argerzhadur evit diskoulmañ tabutoùVIIIvet kantved9 HereKurdegCreative CommonsFontecchioIndonezegGladdalc'helezhChatelTresadennoù-bevDibar:MaDegasadennoùBanniel IwerzhonQuod erat demonstrandumDibar:MaC'haozeadennoùElesbed Bro-C'hall (1727-1759)Baike: Gwirioù aozer (Copyright)MoudennLionel MessiPatrom:Inizi BreizhBaike: Pajenn bersonelThe DoorsSkoazell:Kont implijerKevre ar BroadoùIdi Amin DadaAlamagnGouel DwynwenPortugal