Eost

Genver ·C'hwevrer ·Meurzh ·Ebrel ·Mae ·Mezheven ·Gouere ·Eost ·Gwengolo ·Here ·Du ·Kerzu
Eost
1234567
891011121314
15161718192021
22232425262728
293031    


An eizhvet miz eus ar bloaz eo en deiziadur gregorian, hag an eil miz, war-lerc'h Gouere, a zo en hañv penn-da-benn. Un deiz ha tregont zo ennañ.

Eost e Les Très Riches Heures du duc de Berry, 1486

Gwechall e oa miz labour an eost. Kalz a dud a soñj gante eo ar miz tommañ eus ar bloaz, pa'z eo miz Gouere hervez ar stadegoù.

En hantervoul norzh an Douar e klot gant miz C'hwevrer en hantervoul su.

Istorkemmañ

Dont a ra an anv eus hini an impalaer roman Augustus (Aogust e brezhoneg). Er bloavezh 8 kent JK e voe lakaet gantañ un deiz ouzhpenn er miz, tennet digant C'hwevrer, evit ma vije kement-ha-kement a zeizioù e miz Eost hag e miz Gouhere, miz Julius Caesar, e ziagentour e penn gouarnamant Roma.
En e raok, en deiziadur roman, e oa ar c'hwec'hvet miz, anvet sextilis diwar sextus, "c'hwec'hvet". Kregiñ a rae ar bloaz e miz Meurzh abaoe 750 kent JK, en amzer kentañ roue Roma, Romulus.
An eizhvet miz e teuas da vezañ pa voe ouzhpennet Genver ha C'hwevrer e penn-kentañ ar bloaz en amzer ar roue Numa Pompilius war-dro 700 kent JK, pe pa voe tennet ar mizioù-se eus dibenn ar bloaz d'o lakaat en deroù gant an decemviri[1], war-dro 450 kent JK ; dizemglev a oa etre ar skrivagnerien roman war ar poent-se.
Roet e voe anv an impalaer Augustus e 8 kent JK abalamour ma c'hoarvezas meur a zarvoud a bouez en e vuhez er miz-se, evel trec'h Alexandria.

Gerioù deveretkemmañ

Eus augustus e teu ar gerioù:

  • eost ;
  • eostad, ar pezh a vez dastumet pa reer an eost ;
  • eost-du, pa vez eostet gwinizh-du ;
  • eost-gwenn, pa vez eostet gwinizh ;
  • eostiñ, a zo dastum an eost ;
  • eoster(ez), un den hag a ra an eost ;
  • eosterez, a zo ur vederez, ur mekanik da eostiñ ;
  • eostus, pa gomzer eus bloavezhioù ma vez puilh an eost ;
  • eostvezh, koulz an eost.
  • eostig, ul labous eus ar Kerentiad c'herentiad Muscicapidae ;
  • eostig-laeron, ur benveg implijet gant an alc'hwezerien (hag al laeron) da zigeriñ potailhoù[2] ;
  • dibenn-eost, a reer eus an daiskaramzer ;
  • hanter-Eost, an anv a vez roet d'ar 15 a viz Eost.

E yezhoù allkemmañ

  • Iwerzhoneg : Lúnasa, diwar Lughnasadh, diwar anv an doue Lugh, pe Lug ; Lá Lúnasa eo anv ar c'hentañ a viz Eost.
  • Finneg : elokuu, a dalv "miz an eost".

Krennlavaroùkemmañ

  • « E-pad miz Eost / E ya ar mevel da vestr / Pa vez aet an eost er c’hrignol / E tistro adarre da vevel. »
  • « Mar bez glav da ouel hanter-Eost / Kenavezo d'ar c'hraoñ-kelvez »
  • « Pa vez Eost ma chom al labourer war e skaon /E varvo an dudjentil gant an naon. »
  • « Avel sant Laorañs a zishilh kerc'h / Pa ne vez ket a-raok e vez war-lerc'h »[3]
  • « Da c'houel Itron Varia an Erc'h / Pa vez avel greñv e vez ed kaer »[4]
  • « Da c'houel Pêr, plantañ kignen / Da c'houel Pêr, skoulmañ kignen / Da c'houel Pêr, tennañ kignen »[5]
  • « Da c'houel sant Lug ez astenn an deiz amzer d'ar sailh da ziskenn er puñs »[6]
  • « Hadañ lann e pep miz / Nemet e miz Eost ha pa vez avel viz »
  • « Pask gleborek / Eost baraek »

Notennoùkemmañ

  1. Un decemvir a oa ur poellgor dek den karget da embann lezennoù en Henroma.
  2. 1744, gwelit Devri ; evit (fr) rossignol emañ grimandell akb. e Geriadur Troude (1869) p. 794, Geriadur Vallée(1931) p. 664, geriadur Roparz Hemon (1985) p. 340 hag e Geriadur Ménard (2012) p. 1198. E Geriadurig brezhoneg-galleg Émile Ernault (1984) emañ grimandell ivez, p. 128, hag e Devri.
  3. Laorañs : 10/08.
  4. Itron Varia an Erc'h : 05/08.
  5. Pêr : 01/08.
  6. Lug: 18/08.
🔥 Top keywords: DegemerAngkor WatCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWiki BaikeModulenn:ArgumentsIndoneziaBaike: SkoazellDibar:KlaskJohn Ronald Reuel Tolkien???Kastiz ar marvGopr hollvedelBaike: Porched ar gumuniezhBaike: Diwar-bennStadoù-Unanet AmerikaMediaWikiBaike: Kumuniezh/An davarnAnuraWikiBrigitte MacronDornFaskouriezhAn HobbitLuganKambodjaWikimedia Foundation1989Kevredidi an Eil Brezel-bedLeedsUzelTagadenn Crocus City HallISO 8601Modulenn:Namespace detect/dataSarpedon (mab Laodameia)SumerRouantelezh-UnanetUrzh an heureuchinBrazilSant-Andrev-an-DoureierEchedoùViruzWikeriadurNapoleon IañBrezhonegKourzhAberzhidigezh Izaag (Caravaggio)Robin WilliamsCascading Style SheetsKlaoda ar PradPañvrid-ar-BeskontRené DescartesMichelle ObamaAuxerreStyx (loarenn)WikimammennRummad:Kluboù mell-droad FrañsLamballe Football ClubZagrebBaike: Diwar-benn sinañ ar pennadoùRummad:Kluboù mell-droad BreizhEil Brezel-bedImpalaeriezh santel roman germanKib vell-droad ar bed 1982Wikimedia CommonsBaike: Peder fennaenn ar WikipediaBaike: MargodennISBNJorjiaDugez BreizhNikki FritzBro-C'hallBaike: Argerzhadur evit diskoulmañ tabutoùVIIIvet kantved9 HereKurdegCreative CommonsFontecchioIndonezegGladdalc'helezhChatelTresadennoù-bevDibar:MaDegasadennoùBanniel IwerzhonQuod erat demonstrandumDibar:MaC'haozeadennoùElesbed Bro-C'hall (1727-1759)Baike: Gwirioù aozer (Copyright)MoudennLionel MessiPatrom:Inizi BreizhBaike: Pajenn bersonelThe DoorsSkoazell:Kont implijerKevre ar BroadoùIdi Amin DadaAlamagnGouel DwynwenPortugal