Carles Puigdemont

Politikour katalan

Carles Puigdemont i Casamajó (distaget [ˈkarɫəs pudʒðəˈmon i kazəməˈʒo] e katalaneg ; ganet d'an 29 a viz Kerzu 1962) zo ur c'hazetenner ha politiker katalan hag a zo bet prezidant Kumuniezh Emren Katalonia.

Carles Puigdemont e 2016.

E vuhezkemmañ

Puigdemont (a-zehoù) bugel gant e vreur henañ

Eus ur familh eizh a vugale e teu Carles Puigdemont. Studioù katalaneg a reas da gentañ ha studioù kazetennerezh goude. Hag eñ studier c'hoazh e krogas da genlabourat gant kazetennoù bihan. Dont a reas da vezañ pennskridaozer ar pemdezieg katalanek El Punt, m'en deus labouret adalek 1982. Etre 1999 ha 2002 e oa rener an ajañs kelaouiñ katalan Agència Catalana de Notícies. Rener ar gazetenn saoznek Catalonia Today e voe ivez. E 1994 e voe embannet ul levr anvet Cata... què?, ma tielfenne penaos e pled kazetennoù Europa hag Amerika gant politikerezh Katalonia.

Er bloavezhioù 1980 e oa oberiant gant an aozadur La Crida, hag a zifenn ar c'hatalaneg ha gwirioù Katalonia. E 1983 ez eas e-barzh skourr yaouank ar gostezenn Convergència Democràtica de Catalunya (CDC). Adalek 2006 e voe dilennet e parlamant Katalonia. E 2011 e voe dilennet da vaer e Girona, pa oa renet ar gêr-se gant sokialourien gatalan ar PSC abaoe 32 vloaz. D'an 10 a viz Genver 2016 eo bet dilennet da brezidant gouarnamant Katalonia, gant emglev ar strolladoù Junts pel Sí ha Candidatures d'Unitat Popular (CUP).[1],[2]

E respet politikelkemmañ

Manifestadeg a-enep prosez Artur Mas, Joana Ortega hag Irene Rigau d'ar 6 a viz C'hwever 2017

Puigdemont a zilezas ar c'hazetennerezh d'en em ouestlañ penn-da-benn er politikerezh e 2006 pa oa pedet gant ar c'hevredad Convergència i Unió (CiU) d'en em lakaat war ar renk da vezañ dilennet e Parlamant Katalonia[3].

Harzadenn en Alamagnkemmañ

D'ar 25 a viz Meurzh 2018, ar polis alaman a embann ez eo bet harzet Puigdemont. Tapet eo bet nepell diouzh kêriadenn Schuby e Schleswig-Holstein. Harzet eo bet e-tro 35 kilometr er su d'an harzoù etre Alamagn ha Danmark. An deiz a-raok e oa bet Puigdemont e Finland ha sañset e oa mont da Vrusel gant ar c'harr-nij. Dre ma oa bet adlañset ar c'hlask europat warnañ gant Bro-Spagn en doa kavet gwelloc'h mont gant an oto.

Servijoù spiañ Bro-Spagn, ar Centro Nacional de Inteligencia (CNI), ha re ar polis broadel a oa oc'h evezhiañ anezhañ abaoe m'en doa kuitaet Belgia o deus kelaouet archerien Alamagn evit kinnig dezho al lec'h gwellañ evit tapout anezhañ. Hervez ar Strafgesetzbuch, kod lezennel Alamagn, ez eo tost ar rebechoù graet da Carles Puigdemont gant Bro-Spagn hag hini an treitouriezh uhel alaman. Ne oa ket ar memestra e Belgia el lec'h ma n'eus ket eus ul lezenn dammheñvel. D'ar 26 a viz Meurzh 2018 e embanne ar justis alaman e oa dalc'het Puigdemont er vac'h.

D'ar 5 a viz Ebrel 2018, an Oberlandesgericht (Lez-Stad Uhel) e Stad alaman Schleswig-Holstein a zivizas ne vefe ket kaset Puigdemont d'e vro en-dro dindan ar garg a emsavadenn, ha laosket e oa da vont e kred e-keit ha ma oa studiet ar c'hargoù gwallimpij eus ar foñsoù foran[4][5][6]. Dleet e oa da Buigdemont dont d'en em ziklêriañ dirak ar polis bep sizhun ha ne c'halle ket kuitaat Bro-Alamagn hep aotre eus ar prokulor foran[7].

Goude bezañ lezet da vont, Puigdemont a c'houlennas gant Gouarnamant Bro-Spagn leuskel an disrannourien katalan e prizon da vont kuit ha kregiñ divizoù gante[8].

D'an 12 a viz Gouere 2018 e kadarnas lez uhel Schleswig-Holstein n'halle ket Puigdemont bezañ kaset d'e vro en-dro en abeg d'an torfed a emsavadenn, met gallout a rafe bezañ kaset d'e vro dindan an tamalloù a wallimplij eus ar foñsoù foran[5]. Reiñ a reas avokaded Puigdemont da c'hoût e savfent ur galv a-enep kement diviz da gas anezhañ d'e vro[9]. A-benn ar fin koulskoude e tilezas Bro-Spagn e gemenn herzel european, ar pezh a verkas fin ar strivoù d'e gas kuit d'e vro[10]. Puigdemont, dieub da veajiñ adarre, a choazas da zistreiñ da Velgia.

E miz Genver 2019 Puigdemont a gasas ur goulenn bonreizhel evit amparo a-enep prezidant parlamant Katalonia, Roger Torrent ha Burev ar Gambr. Hervez ar c'hlemm, kaset d'al lez-varn vonreizhel spagnol, e oa bet nac'het ouzh Puigdemont implij e wirioù politikel rak Torrent ne aotree ket anezhañ da zileuriañ e vot diouzh Belgia goude tamall Puigdemont dirak ar justis hag astaladenn e statud parlamantad gant barner al lez-varn uhel, Pablo Llarena[11].

Goude harzadenn krouer WikiLeaks, Julian Assange, e miz Ebrel 2019 e Kannati Ecuador e Londrez, Puigdemont a zisklêrias e oa taget "Gwirioù mab-den adarre, hag ispisial ar frankiz da gomz, en Europa"[12].

Dilennadegoù europeankemmañ

E kentañ plas e oa Puigdemont war roll Lliures per Europa evit dilennadegoù evit Parlamant Europa e Spagn e 2019 ha dilennet e oa da vezañ ezel eus Parlamant Europa. Koulskoude e nac'has kemer perzh en akta a sentidigezh ouzh bonreizh Bro-Spagn dirak ar Junta Electoral Central ("Poellgor kreiz an dilennadegoù") e Madrid, un dra a oa ret evit kaout ur skrid-testeni ezel eus Parlamant Europa (MEP)[13]. Goude-se e oa roet da c'hoût da Buigdemont ha da Doni Comín en ul lizher eus prezidant Parlamant Europa, Antonio Tajani, ne oant ket war roll izili spagnol ar Parlamant bet un testeni gante. Displegañ a rae en e lizher ne c'halle ket, abalamour da se, sellet oute evel izili eus Parlamant Europa[14]. Puigdemont ha Comín a leunias ur reket dirak Lez-varn jeneral Unaniezh Europa a c'houlenne muzulioù a-enep diviz Parlamant Europa, a oa torret[15]. Tremen a reas ar pep brasañ eus dalc'h digoradur Parlamant Europ d'an 2 a viz Gouere 2019 e kêr alaman kiel, a-dal sez Parlamant Europa e Strasbourg met en tu all d'ar Roen, rak klask a rae Puigdemont tremen hep mont war zouar Bro-C'hall[16]. Ar barner Pablo Llarena en deus adaktivet un urzh bac'hadur evit Puigdemont en Europa hag un urzh etrebroadel bac'hadur evitañ ouzhpenn e miz Here 2019[17].

Puigdemont ha Comín e dalc'h Parlamant Europa d'an 13 a viz Genver 2020

D'an 20 a viz Kerzu 2019 e oa anavezet Puigdemont evel ezel eus ar Parlamant goude un diviz eus Lez-varn justis Europa a lavare e oa aotreet da vont d'ar parlamant[18].

Kemer a reas Puigdemont ha Comín perzh en o c'hentañ dalc'h d'an 13 a viz Genver 2020 evel izili diliamm. En e brezegenn gentañ e tifennas Puigdemont ar gwir d' an emdermenadur[19]. Goulenn a reas an daou zilennad bezañ izili eus ar strollad Re c'hlas–Aliañs Dieub European. Anzav a reas ar c'henprezidant Philippe Lamberts e selle ar strollad ouzh ar goulenn-se evel ur gudenn evite hag, e-keit ha ma oa breutadegoù diabarzh da gemer un diviz, e lavaras Lamberts dezhe e oa gwell dezhe mont da izili eus strollad "o mignoned velgiat gwellañ" (an N-VA)[20].E miz Genver 2020, Manuel Marchena, barner eus al lez-varn spagnol, a gasas ur goulenn da brezidant ar parlamant, David Sassoli, evit terriñ immuniezh Puigdemont ha Comín[21].

Diwezhatoc'h e miz Genver 2020, un nebeud eurvezhioù a-raok ar votadeg a oa divizet gant dilennidi ar strollad Ar Re C'hlas/ALE diwar-benn goulennoù emezelañ Puigdemont ha Comín, e tennas an daou o goulenn[22].

D'an 30 a viz Ebrel 2021, Maroko a roas minic'hi da Buigdemont. Hervez unan bennak e ministrerezh marokan an aferioù estren e oa kemeret an diviz, abalamour da "bennaenn ar c'heveskemm, da reiñ bod da leader al luskad evit dizalc'hiezh Katalonia" war-lerc'h an aotre roet d'ar prezidant sahraoui, Brahim Ghali, da vont da Vro-Spagn da vezañ prederiet evit ar C'HOVID-19[23].

E miz Eost 2020, gant renerien all eus e strollad, e kuita ar PDeCat abalamour da zizemglevioù diwar-benn ar strategiezh. Lod o rebech outañ e strategiezh stourm a-dal gant ar gouarnamant spagnol hag e vennozhioù re a-gleiz en ur strollad zo en tu kreiz dehou[24].

Harzet en Italiakemmañ

D'an 23 a viz Gwengolo 2021 e oa harzet Puigdemont en aerborzh Alghero gant ar polis italian just goude bezañ diskennet diouzh ur c'harr-nij deuet eus Brusel. C'hoarvezout a rae abalamour d'an urzh european roet gant lez-varn-uhel Bro-Spagn e 2019 ha rediet e oa da dremen an noz e prizon Bancali e Sardigna. Goude bezañ tremenet dirak ur barner antronoz e oa lezet da vont hep muzul diwall, diouzh mennozh ar prokulor italian[25].

Mennozhioùkemmañ

Puigdemont a zo bet unan eus diazezerien aozadur yaouankiz ar strollad kreiz-dehou Convergència Democràtica de Catalunya (CDC) e proviñs Girona. Savet eo a-du abaoe gant ar gostezenn eus ar strollad zo ar startañ a-du gant an dizalc'hiezh[26].

E-pad e espet evel maer Girona en deus renet ur politikerezh frankizour war dachenn an ekonomiezh[26].

E 2017 e tisklêrie e oa an Unaniezh European "ur c'hlub broioù aet da neuz and diamzeret" a oa "kontrollet gant un nebeud tud", hag e tamlavare e tlefe Katalonia bezañ aotreet da vouezhiañ da guitaat an Unaniezh European ma felle d'ar Gatalaned[27]. Daoust m'emañ a-du krenn gant Unaniezh Europa hag an euro, en deus harpet ar soñj "e tlefemp labourat da gemm anezhi"[28]. Kavet en deus abeg en deus un Unaniezh na warez ket Gwirioù mab-den hag ar gwir da vezañ dileuriet[29]. Nac'het en deus bezañ "eurofobek" ha termenet en deus e emzalc'h hag hini e strollad e-keñver an Unaniezh n'eo ket evel un emzalc'h euroamgredik met evel "un emzalc'h a c'houlenn kalz digant Europa"[30].

D'ar 17 a viz C'hwever 2022, devezhioù a-raok Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022, n'en deus ket harpet ar pakad muzulioù savet da skoazellañ Ukraina, evel ma oa kinniget e Parlamant Europa[31]. Lod eus harperien Puigdemont o dije bet liammoù gant ar C'hremlin a-hervez[32], ha gant Sergey Lavrov, ministr an aferioù estren. E miz Gwengolo 2021, Parlamant Europa, savet gantañ immuniezh Puigdemont, a zigoras un enklask donoc'h da c'hoût hag-eñ e oa heuliet an darempredoù-se gant oberoù e-maez a lezenn. N'eus bet diskouezet prouenn ebet a gement-se[33].

Buhez prevezkemmañ

Marcela Topor ha Carles Puigdemont
Prezidant Puigdemont o kerzhet e straedoù Barcelona gant e verc'hed, deiz Gouel Sant Jord

Dimezet eo Puigdemont gant ar gazetennerez roumanian Marcela Topor abaoe 2000[34][35]. Div verc'h o deus, Magali and Maria, ha bevañ a raent e Girona[36][35]. Komz a ra katalaneg, saozneg, galleg, Roumaneg ha spagnoleg[37][38]. Ur supporter eus Girona FC ha FC Barcelona eo ha seniñ a ra ar gitar rock hag ar piano tredan[34][39][40]. Pa oa bugel e sone ar gitar boud en ul laz-senin katalanek berrbad savet war-dro 1980[40].

D'an 2 a viz C'hwevrer 2018 e kadarnas kumun Waterloo e Belgia en doa feurmet ur genkiz ha ma oa e soñj ober e annez ofisiel eno[41].

Notennoù ha daveennoùkemmañ

  1. «Junts pel Sí i la CUP tanquen un acord per a dur endavant la legislatura».
  2. «President Mas: "Faig aquest servei perquè tinc present l'interès del país"».
  3. Puigdemon'ts profile as a MP
    (ca-ES)
    .

  4. what was requested by the public prosecutor for Schleswig-Holstein on 3 April 2018 (see "German prosecutors seek extradition of Catalonia's Carles Puigdemont" Patrom:Webarchive, dw.com, 3 April 2018).
  5. 5,0 ha5,1 "Germany refuses to extradite Catalonia's Puigdemont on rebellion charges", The Independent (5 April 2018). 
  6. Welt (5 April 2018). "Oberlandesgericht: Kataloniens Ex-Präsident Carles Puigdemont kommt unter Auflagen frei" (in de), Die Welt. 
  7. "Puigdemont kommt unter Auflagen frei" Patrom:Webarchive, noz.de, 5 April 2018 Patrom:In lang
  8. Leaving jail, Puigdemont calls for dialogue with Madrid (6 April 2018).
  9. Fazi arroud : Balizenn <ref> faziek ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit an daveennoù anvet TheGuardian20180712
  10. Fazi arroud : Balizenn <ref> faziek ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit an daveennoù anvet bbc.com
  11. (21 January 2019) "Puigdemont lleva a Torrent y la Mesa del Parlament ante el Constitucional por retirarle la delegación de voto". eldiario.es
  12. "Edward Snowden, Rafael Correa Condemn Julian Assange Arrest: 'This Is a Dark Moment for Press Freedom'", Newsweek (11 April 2019). 
  13. La Justicia española mantiene vacantes los escaños de Puigdemont y Comín en la Eurocámara. EuroEFE (27 June 2019).
  14. Sánchez, Álvaro (28 June 2019). "Tajani responde a Puigdemont que la entrega del acta de eurodiputado depende de España". El País
  15. La Justicia europea desestima la petición de Puigdemont y Comín para asumir como eurodiputados. EuroEfe (1 July 2019).
  16. (2 July 2019) "Puigdemont y Comín evitan pisar Estrasburgo ante el riesgo de detención". La Vanguardia
  17. El juez Llarena reactiva la euroorden contra Carles Puigdemont (2019-10-14).
  18. Masdeu, Jaume (20 December 2019). Puigdemont se acredita como eurodiputado y denuncia una acción 'ilegal' de Tajani.
  19. EFE-Estrasburgo (2020-01-14). Puigdemont se estrena en el PE y los socialistas dicen que dejarán trabajar a la justicia.
  20. ACN. Els Verds a l'Eurocambra veuen un "problema" i "incongruent" l'entrada de Puigdemont i Comín al seu grup.
  21. Presidente del Supremo pide formalmente al PE el suplicatorio para Puigdemont (2020-01-13).
  22. Puigdemont y Comín renuncian a integrarse en el grupo de Los Verdes/ALE de la Eurocámara (2020-01-29).
  23. Morocco grants asylum to former Catalan leader in response to Polisario visit to Spain (2021-04-30).
  24. Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified (2020-08-31)..
  25. "Catalan exile Puigdemont freed by Italian court", BBC News (2021-09-24). 
  26. 26,0 ha26,1 Muelas, Román de (2019-03-25). ¿Es Carles Puigdemont un político de izquierdas?
    (es)
    .

  27. Keeley, Graham (2017-11-27). "Carles Puigdemont calls for Catalonia to leave EU", The Times. 
  28. Puigdemont cree que Catalunya debería votar si quiere seguir en la UE (26 November 2017).
  29. Puigdemont creu que els catalans han de votar si volen pertànyer a la Unió Europea (26 November 2017).
  30. Pellicer, Lluís (20 December 2019). "Puigdemont acusa a la justicia española de tener 'secuestrado' al eurodiputado Junqueras" (in es), El País. 
  31. Lamelas, Marcos (2022-03-01). Puigdemont evitó apoyar la ayuda financiera de la UE a Ucrania en el Parlamento Europeo
    (es)
    .

  32. "Analysis | Why did Russian social media swarm the digital conversation about Catalan independence?" (in en-US), The Washington Post. 
  33. Periódico, El (2021-09-15). El Parlamento Europeo pide investigar los contactos del entorno de Puigdemont con Rusia
    (es)
    .

  34. 34,0 ha34,1 Fazi arroud : Balizenn <ref> faziek ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit an daveennoù anvet TH011017
  35. 35,0 ha35,1 "Catalonia on brink of independence", Daily Express (26 October 2017). 
  36. Fazi arroud : Balizenn <ref> faziek ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit an daveennoù anvet HP211017
  37. Fazi arroud : Balizenn <ref> faziek ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit an daveennoù anvet LAT251017
  38. Fazi arroud : Balizenn <ref> faziek ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit an daveennoù anvet EN101017
  39. "Catalan crisis: Carles Puigdemont 'welcome' to run in poll", BBC News (29 October 2017). 
  40. 40,0 ha40,1 "Catalonia's President Says Jail Beats Staying Spanish", Bloomberg Businessweek (10 October 2017). 
  41. Waterloo bevestigt verhuizing Puigdemont
    (nl)
    . HP De Tijd (2 February 2018).


Liammoù diavaezkemmañ


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

🔥 Top keywords: DegemerAngkor WatCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWiki BaikeModulenn:ArgumentsIndoneziaBaike: SkoazellDibar:KlaskJohn Ronald Reuel Tolkien???Kastiz ar marvGopr hollvedelBaike: Porched ar gumuniezhBaike: Diwar-bennStadoù-Unanet AmerikaMediaWikiBaike: Kumuniezh/An davarnAnuraWikiBrigitte MacronDornFaskouriezhAn HobbitLuganKambodjaWikimedia Foundation1989Kevredidi an Eil Brezel-bedLeedsUzelTagadenn Crocus City HallISO 8601Modulenn:Namespace detect/dataSarpedon (mab Laodameia)SumerRouantelezh-UnanetUrzh an heureuchinBrazilSant-Andrev-an-DoureierEchedoùViruzWikeriadurNapoleon IañBrezhonegKourzhAberzhidigezh Izaag (Caravaggio)Robin WilliamsCascading Style SheetsKlaoda ar PradPañvrid-ar-BeskontRené DescartesMichelle ObamaAuxerreStyx (loarenn)WikimammennRummad:Kluboù mell-droad FrañsLamballe Football ClubZagrebBaike: Diwar-benn sinañ ar pennadoùRummad:Kluboù mell-droad BreizhEil Brezel-bedImpalaeriezh santel roman germanKib vell-droad ar bed 1982Wikimedia CommonsBaike: Peder fennaenn ar WikipediaBaike: MargodennISBNJorjiaDugez BreizhNikki FritzBro-C'hallBaike: Argerzhadur evit diskoulmañ tabutoùVIIIvet kantved9 HereKurdegCreative CommonsFontecchioIndonezegGladdalc'helezhChatelTresadennoù-bevDibar:MaDegasadennoùBanniel IwerzhonQuod erat demonstrandumDibar:MaC'haozeadennoùElesbed Bro-C'hall (1727-1759)Baike: Gwirioù aozer (Copyright)MoudennLionel MessiPatrom:Inizi BreizhBaike: Pajenn bersonelThe DoorsSkoazell:Kont implijerKevre ar BroadoùIdi Amin DadaAlamagnGouel DwynwenPortugal