Bubri

Kumun ar Mor-Bihan

Bubri a zo ur gumun eus Breizh e kanton Gwidel e departamant ar Mor-Bihan. Ur gumun ag ar Vro Pourlet (bro ar Gemene) eo Bubri.

Bubri
Chapel Sant Iwan.
Chapel Sant Iwan.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel)Bubry
Bro istorelBro-Gwened Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamantan Oriant
KantonGwidel
Kod kumun56026
Kod post56310
Maer
Amzer gefridi
Roger Thomazo
2014-2026
EtrekumuniezhAn Oriant tolpad-kêrioù
Bro velestradurelBro an Oriant
Lec'hienn web(fr)Bubri e K.K. Ploue
Poblañsouriezh
Poblañs2 289 ann. (2020)[1]
Stankter33 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 57′ 52″ Norzh
3° 10′ 19″ Kornôg
/ 47.9644444444, -3.17194444444
Uhelderioùkreiz-kêr : 100 m
bihanañ 40 m — brasañ 177 m
Gorread69,09 km²
Lec'hiañ ar gêr
Bubri

Douaroniezhkemmañ

  • War lez ar Sar emañ ar gumun.

Anvkemmañ

  • Stummoù kozh : "Beubri, Bubri, 1282; Boubry, 1284; Boubry, 1294; Beubry, 1332; Biubry, 1345; Beaubry, 1354; Beubri, 1387; Buibri, 1453; Beubry, 1516; Bubric, 1630"[2]

Ardamezioùkemmañ

Rannet : ouzh 1 en geot e groaz koñchek en aour ; ouzh 2 en gul e alc'houez en aour peuliek, paleton ouzh kleiz ; e gab en erminoù.

Istorkemmañ

  • Ur barrez eus eskopti Gwened e oaBubri.

Dispac'h Gallkemmañ

  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Bubri e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Bubri da benn ur c'hanton, hini Bubri; teir c'humun a oa ennañ: Bubri, An Ignel ha Kistinid, e Bann Henbont e oa. Diskaret e voe Kanton Bubri gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumun Bubri e Kanton Ploue bet miret ha brasaet e 1801 gant an hevelep lezenn. Lakaet e oa bet en Arondisamant an Oriant bet krouet e 1800[3],[4].

XXvet kantvedkemmañ

Brezel-bed kentañkemmañ

  • Mervel a reas 253 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 5,93 % eus he foblañs e 1911[5].

Eil brezel-bedkemmañ

  • 1944, ti-post: taget e voe an ti-post e miz Ebrel 1944 ha laeret 350 000 Lur; tud ar Rezistañs a dapas 321 700 Lur d'ar 15 a viz Mae ha 27 250 Lur d'an 23 a viz Mae[6].
  • 1944, tud harzet: d'ar 7 a viz C'hwevrer, feldjandarmed, harpet gant ar Bezen Perrot (e-touez anezho Ange Péresse, gendidik a Bubri) gant ar strollad Guy Vissault de Coëtlogon (e-touez anezho Joseph Le Ruyet, a orin eus Bubri) o doa harzet 17 rezistant e Baod, Bubri, Kamorzh ha Kistinid. Meur ag ezel eus ar Rezistañs, gant Pierre Mourisset, archer, Jean Jamet, letanant en archeriezh bet ganet e Lannejenn ha Mathieu Donnart, penn an Armée secrète e Penn-ar-Bed en o mesk a voe harzet gant feldarcherion alaman e Bubri d'ar 27 a viz Even 1944 ha bac'het ha jahinet en un adsavadur eus Lise Pondi. Fuzuilhet e voe an hini kentañ e Bizhui-an-Dour d'an 18 a viz Gouere, hag an daou all e Pluniav d'an 18 a viz Gouere[7],[8].
  • 1945: d'ar 16 a viz Mae e voe kavet korf un den eus ar gumun, ezel eus ar Rezistañs, bet boureviet, lazhet ha mañsonet d'an 13 a viz Gouere 1944 gant al lu alaman e kreñvlec'h Pentevr e Sant-Pêr-Kiberen[9].
  • Mervel a reas 41 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[5].

Brezel Koreakemmañ

  • Mervel a reas ur milour[5].

Brezelioù didrevadennañkemmañ

Brezel Indez-Sinakemmañ
  • Mervel a reas pemp milour[5].
Brezel Aljeriakemmañ
  • Mervel a reas tri milour[5].

Monumantoù ha traoù heverkkemmañ

Kastellioù ha manerioùkemmañ

  • Kastell Kernivinen, XIXvet kantvlead.
  • Kastell Brule, XVIvet kantvlead; kastell distrujet.
  • Maner Koed Dikel, XVIIvet kantvlead; koulmer savet e 1739 ; chapelig da Santez Anna.
  • Maner Peroz, XVIIIvet kantvlead ; chapel distrujet.
  • Maner Kerali, 1702.

Iliz ha chapelioù katolikkemmañ

  • Iliz ar barrez Sant Pêr ha Sant Paol; iliz savet etre fin an XVIIIvet kantvlead hag an XIXvet kantvlead.
  • Chapel Intron Varia ar Salet, 1855.
  • Chapel Sant Armel, 1879.
  • Chapel Sant Herve, 1877.
  • Chapel Sant Tremeur, XVIIIvet kantvlead.
  • Chapel Sant Ewan, chapel savet e 1589.
  • Chapel Sant Klamañs, XVIIIvet pe XIXvet kantvlead ; skrivet eo 1844 àrnezhi.
  • Chapel Sant Wennael, XVIIIvet kantvlead.
  • Chapel Santez Elen, savet e 1737.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793kemmañ

Melestradurezhkemmañ

Tudkemmañ

Ardamezeg ar familhoùkemmañ

Baellec,

Aotrounez Kerlezhoarn

En argant e erez dispak en glazur
de Baud

Aotrounez Kernivinen

En glazur e zek hanochenn en aour, 4, 3, 2, 1
de Bruslé, de Brusly

Aotrounez al lerc'h

En glazur e sparfell en argant grizilhonek en aour
Guiller

Aotrounez Coëdiguel

En aour e sourd en sabel o tislonkañ flammoù en gul

Krennlavarkemmañ

Sed ur c'hrennlavar diwar-benn merc'hed ar vro:

Ur plac'h a Vubri
N'eus ket na toull na torr enni.

Hervez lod e tiskouez e oa fur merc'hed Bubri. Hervez lod all e vije un dave d'an dilhad giz ar vro, gant ur c'hoari diwar-benn ar ster kuzh.

Gevelladurioùkemmañ

Liammoù diavaezkemmañ

Levrlennadurkemmañ

Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014

Daveoù ha notennoùkemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  3. (fr)Cassini - EHESS - Bubri - Fichenn ar gumun
  4. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 56
  5. 5,0 5,1 5,2 5,3 ha5,4 (fr)Memorialgenweb
  6. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan. Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 57 ha 58
  7. (fr)Français Libres
  8. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 136
  9. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 322-329
  10. (fr)Memorial Genweb
  11. (fr)Université de Lille
  12. (fr)Memorial Genweb
🔥 Top keywords: DegemerAngkor WatCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWiki BaikeModulenn:ArgumentsIndoneziaBaike: SkoazellDibar:KlaskJohn Ronald Reuel Tolkien???Kastiz ar marvGopr hollvedelBaike: Porched ar gumuniezhBaike: Diwar-bennStadoù-Unanet AmerikaMediaWikiBaike: Kumuniezh/An davarnAnuraWikiBrigitte MacronDornFaskouriezhAn HobbitLuganKambodjaWikimedia Foundation1989Kevredidi an Eil Brezel-bedLeedsUzelTagadenn Crocus City HallISO 8601Modulenn:Namespace detect/dataSarpedon (mab Laodameia)SumerRouantelezh-UnanetUrzh an heureuchinBrazilSant-Andrev-an-DoureierEchedoùViruzWikeriadurNapoleon IañBrezhonegKourzhAberzhidigezh Izaag (Caravaggio)Robin WilliamsCascading Style SheetsKlaoda ar PradPañvrid-ar-BeskontRené DescartesMichelle ObamaAuxerreStyx (loarenn)WikimammennRummad:Kluboù mell-droad FrañsLamballe Football ClubZagrebBaike: Diwar-benn sinañ ar pennadoùRummad:Kluboù mell-droad BreizhEil Brezel-bedImpalaeriezh santel roman germanKib vell-droad ar bed 1982Wikimedia CommonsBaike: Peder fennaenn ar WikipediaBaike: MargodennISBNJorjiaDugez BreizhNikki FritzBro-C'hallBaike: Argerzhadur evit diskoulmañ tabutoùVIIIvet kantved9 HereKurdegCreative CommonsFontecchioIndonezegGladdalc'helezhChatelTresadennoù-bevDibar:MaDegasadennoùBanniel IwerzhonQuod erat demonstrandumDibar:MaC'haozeadennoùElesbed Bro-C'hall (1727-1759)Baike: Gwirioù aozer (Copyright)MoudennLionel MessiPatrom:Inizi BreizhBaike: Pajenn bersonelThe DoorsSkoazell:Kont implijerKevre ar BroadoùIdi Amin DadaAlamagnGouel DwynwenPortugal